Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/103

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 87 —


— « An « exersis » a lazo anezan ! » a hopas eur vaouez a yoa deuet er zal en despet d’an archerien a glaske kregi enni evit he miret da vont pel loc’h. Koueza a reas d’an daoulin, hag o sevel he daouarn etrezek an nenv, e lavaras gant eur vouez meurbet kalonus :

— « Me ho ped, en hanv Doue, lezit anezan ganeomp ! »

Hogen, setu ma kroger enni evit he c’has er-meaz, epad ma lavare ar major :

— « Mat d’ober e zervich ! »

Nag a zaerou a oe skuilhet en ti-soul d’an abardaez-se ha betek an disparti. Ivonig a lavare a-wechou a-dreuz e zaerou :

— « Mat, krisoc’h int eget ar mor. Hema ne ouie ket petra rea ; ha neuze, lezet en deus eur mab ganeomp ! »

Buan, gwall-vuan ez eas an amzer, hag an dervez kasaüs a zigouezas.

En derc’hent ez ejont e perc’hirinach da Zantez-Anna-Wened. Ar gerent a lakae evel-se e gward an nenvou ar pez o doa a wella, pa n’hallent mui miret anezan tost d’ezo.

Hag e teuas heur glac’harus an disparti. Goustadik ez eant war-zu ti an hent-houarn, evel p’o divije c’hoant da apell an heur-ze.

Gwenole a droe e benn bep eur mare evit teurel c’hoaz eur zellig nec’het war dour koz e iliz parrez a guze a nebeudou adre ar grec’hen.

Digouezout a reant e ti an hent-houarn. Edo ar marc’h du o tivogedi, har e c’halved ar veajourien. Chom a rejont o-zri a zav. Ar paotr a vriatas e dad hage vamm, ha d’an daoulamm goude betek ar chiri a dlie e gas da Roazon.