Poent e oa, rak an daerou stardet ha moustret pell bras e goueled ar galon a zave brema da zalla an dud keiz. Setu ma klever eur c’houitelladen skiltrus hag eur ruilhaden bounner : Gwenole a yoa eat kwit !…
Pell, pell bras e chomas oc’h an nor da zellet oc’h ar mor glas, oc’h e dad hag e vamm beuzet en o daerou, betek na welas mui douarou e barrez.
Paotr al liziri a deue reiz bep sizun betek ti Ivonig ar pesketaer. Digas a realiziri hir da rei da anaout betek an traou distera en doa da ober bemdez. Santout a read eur mousc’hoarz o plava war al linennou-ze, mousc’hoarz eur bugel kalonek e poan bepred da frealzi e dud ankeniet, mousc’hoarz glebiet gant eun nebeudig daerou evelato, eur mousc’hoarz evel a weler a-wechou war dremm ar re a zo taget gant eur c’hlenved ha n’eus pare ebet evitan er bed ma, hep ma kredfent hen anzav evelato.
Ar gozidi keiz a fazie gant o faotr. « En em blijout a ra ! » emezo gant eun tammig levenez.
Person ar barrez koulskoude a lenne ivez al liziri hag a wele pelloc’h eget ar gerent. Ya, er geriou-ze laouen hervezan doare, ar pastor gouiziek a lenne eun dristidigez vras, tristidigez eur boked o c’hoenvi pell diouz e vro. « Mervel a raio gant ar boan spered ! » a zonje-hen ennan e-unan.
Gant ar bloaz nevez Gwenole a c’hellas kaout daou zervez da zont d’ar gear.
Lochen ar pesketaer a oe laouennaet evel d’an deiziou pardon. Ne oe avat nemet eul luc’heden, eur bann-heol da domma kalonou an daou baour kez koz. Bann-heol noazus bras ouz ar paotr