yaouank, rak ar gwel eus ar gear ne reas nemet kreski ennan an droug spontus-se a hanver « klenved ar gear. »
Epad eur miz goude al liziri a deuas bep sizun hep mank, da zigas kelou mateus ar c’heaz harluet. Eur zizunvez koulskoude an douger liziri ne skoas ket war dor ar pesketaer. Koll a rea e amzer o c’hedal bep mintin :
— « Netra hirio adarre !! » a lavare paotr e vlouzen c’hlas o welet Ivonig.
Eun dervez, evelato, e teuas lizer. Levenez an tad koz ne badas ket pell. Ar skritur teo-ze n’oa ket hini e vab !
Ar c’haporal eo en doa lakeat e hano e traon ar pennad skrid.
Setu ama hepken ar pez a yoa : « Ho mab a zo klanv bras. C’hoant en deus d’ho kwelet ! »
Ivonig a yoa kouezet war eur gador. Sellet a rea en-dro d’ezan oc’h adlavaret : « Klanv ?… klanv eo ?… perak n’en deus ket anzavet kentoc’h ? »
Mari-Anna a dostaas. « Mat, red eo d’eomp mont, mont dioc’htu, p’eo gwir e fell d’ezan gwelet ac’hanomp ! emezi. A ! va Doue, ma tigouesfemp… »
N’eas ket betek penn. N’hellas ket lavaret ar ger spontus.
Setu ma tennont dillo an dilhad sul eus an arbel ; hag i d’o gwiska. An enkrez a yoa kouezet warno a zeblante beza digaset d’ezo adarre nerz o yaouankiz.
Mari-Anna a oe prest hep dale. Hag e klaske dre e fenn petra c’hellche kas ganti da ober plijadur d’he mab paour. Siouaz ! n’o doa ket kalz