Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/106

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 90 —

a dra, n’oant ket pinvidik. Setu hi o vont d’an dorz vara hag o tiskolpa eur pez tamm da gas ganti en eun dousier wenn.

— « Bara ! eme Ivonig, bara heiz d’eun den klanv, d’eun den toc’hor, marteze !… » Na diez e kave brema beza ker paour ! Biskoaz n’oa deut d’ezan c’hoaz ar zonj da glemm evitan e-unan, evit e vab e oa !

Mari-Anna ne lavaras ger. Great e oa he zonj ganti. Ar bara du-ze, great ganti he-unan, leun eus an ear vat ker red d’ar paotr, sur eo e rache vad d’ezan.

Mont a rejont d’an iliz ha d’ar presbital en eur dreuzi ar vourc’h. Hor Zalver Jezuz hep mar a lavaras d’ezo komzou frealzus e goueled o c’halon, hen hag a c’hoar mat kaout truez oc’h ar re a zo gwasket gant an anken. O veza n’helle netra-all evito, ar person koz a lavaras d’ezo o tiskouez an nenv : « Bezit kalonek, va mignoned, eus an huelder e leac’h ma ren, Doue a daol evez ouzoc’h ; ne lakaio ket war ho tiskoaz eur beac’h re bounner evidoc’h. »

Roazon !

An daou armeziad ne daolont nemeur a evez oc’h an tiez uhel, an traou koz, ar strejou hir. Digouezout a reont er c’hlanvdi. N’oa ket re abred !

Eul leanez a yoa dres o vont er-meaz. Pebeuz kemm etre dremmou distronket ar gozidi ha dremm yaouank, fresk, sioul ha seder al leanez-se ! Ar mousc’hoarz-ze a darz war he muzellou, daoust ha boaz eo d’e gaout, pe fellout a ra d’ezi dre eno lavaret d’ar gerent keiz kaout fizianz ?

Ivonig a goms outi da genta, o trailha gwella ma c’hell, kement eo eat berr warnan :

– « Gwenole, va c’hoar ?… Ni eo e dud !… »