Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/107

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 91 —


Ententet he deus. Ne zale ket da lavaret d’ezo evit o disponta :

— « Bezit dinec’h, emezi. Ema ouz ho kedal. Abaoue deac’h dreist-oll n’eus ehan ebet gantan, defot gwelet ac’hanoc’h. Arabad e vezo d’eoc’h mont re vuhan gantan, gant aon na ve gwall-skoet. Kement eo dinerzet !… »

O ! o mab n’eo ket maro eta ! Emaint o vont d’e welet, da bokat d’ezan evit ar wech ziveza. Pebeuz eurvad !

Goustadik neuze, o teurel kalz a evez evit miret da ober trouz, ez eont er zal vras, test dilavar a gement a boaniou hag a dremenvanou. Klevet a reer klemmadennou adre ar ridochou gwenn. Siouaz ! an den a glemm o vont er bez evel ma ra o tont er bed ! E kreiz e vrud hepken eo ec’h en em gav krenv awalc’h evit gouzanv didrous.

Selaou a reont, oc’h eva e holl gomzou. N’o deus ket anavezet c’hoaz ar vouez garet.

— « Niveren 243 ! » eme al leanez o chom a-zav.

A ! setu hen ama ! Na pebeuz chenchamant a zo ennan, va Doue ! Liou ar c’hoar ’zo gant e zremm ! E zaoulagad bras digor frank a jom difinv da zellet oc’h ar memez leac’h !

— « Komzit a vouez izel, me ho ped ! » eme al leanez o pellaat evit o lezel ganto o unan.

Tostaat a reont, ha neuze an hevelep komzou tener a deu ganto.

— « Gwenole… Gwenole gez… Deuet omp d’az kwelet !… Poan ac’h eus, n’eo ket ’ta ?… N’anavezez ket ac’hanomp ?… O mab paour, koms ouzomp mar gellez ! »

Ar c’hlanvour a finv eun tammig gant kalz a boan. Evel eul luc’heden a dreuz e zaoulagad. O ya, o anavezet en deus sur. Eürus eo o c’houzout