Mes pa deue d’an dristidigez gwaska e galon a vugel, neuze e kerze d’an aod da glask frealzidigez. Azezet war eur garreg, e dreid en dour, e lavare e boan-spered d’ar Mor glas, hag heman, gant e vouez klemmus, a skanvae d’ar paotrig e velkoni !
Eno eo e teskas hor mignon karet Breiz, ar vro gaer « koad en he c’hreiz, mor en he zro » a dlie kana ken mad divezatoc’h. Eno ivez eo e tanvaas pennadou kaer a blijadur o lenn marvailhou brezonek er paperennou a goueze dindan e zaouarn, ha, diouz an noz c’hoaz, nag e kare, er veilhadeg, selaou kontadennou ar Re-goz !
Liammou nerzus a zo o telc’her an aotrou Prat stag ouz douar e yaouankiz : « Eul loden eus va c’halon a zo chomet e Plougastel ! » en deus hen bet lavaret d’in alies en hor c’haozeadennou hir. Rak-se ’ta arabad beza souezet ma ro bepred al leac’h a enor d’e vro en e levriou, e Mouez Reier Plougastel evel e Marvailhou ar Vretoned…
An tam kenta a danvaer e Nosveziou an Arvor a zo adarre eur marvailh koantik tout eus bro an aozer, e leac’h ma tesker d’eomp « penaos e oe savet kalvar kaer Plougastel. »
Da skriva e Nosveziou, hor mignon en deus lezet e bluen zir da redek, poulzet gant karantez Doue ha hini Breiz ; evitan an diou garantez-se n’hallont ket mont an eil hep eben. Breizad eo betek mel e eskern, ha kristen betek goueled e ene ; e c’hoant eo e teufe an holl Vretoned vad d’ober eveltan, da garet
Da genta Doue, |
Eur c’houezaden a feiz hag a garantez-vro a zanter o c’hournijal a-dreuz pep deilhen eus e levr, azalek ar genta betek an diveza. E istoriou, skrivet en eur brezoneg reiz ha c’houek, a gomz holl eus Doue pe eus Breiz : ar spered kristen hag ar spered breizek a ren bepred en e skridou.
Ar marvailhou a zeblant plijout ar muia d’an aozer