Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/111

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 95 —

en em roe d’ar vesventi ma’z oa eun druez. An dud paour ! roet o divije o ene d’an diaoul evit eur bannac’h hini krenv ! Ar merc’hed o-unan n’ez eant mui da govez gant aon da veza skandalet abalamour d’o fougeerez. Ar vugale n’eant mui war dro beleg ebet eur wech m’o doa great o fask kenta, hag ar merc’hedigou a gave ebatoc’h galoupat ar parkeier e pep seurt kompagnunez eget mont d’ar gousperou.

Hag an dra-ze eo a rea poan-spered d’ar person keaz ; ker glac’haret e oa ma ranne e galon en e greiz bep tro ma sonje en e barresioniz.

Ha koulskoude, nag a bedennou en doa lavaret, nag a yuniou, nag a binijennou evit an diankidi fiziet ennan !

« Tenval-zac’h eo, tenval-du, evel e ti an diaoul, a lavare ar person o sevel diwar e gador-bedi ; ne vezo ket dieas da Baol gornek samma va farresioniz en noz-ma… N’em eus ket da damall den, ken nebeut, perak n’em eus-me ket poaniet muioc’h d’o c’has war-zu Doue ?… N’ouzon ket an doare da zistaga bommou flour ; nan, n’oun ket helavar, red eo d’in ken anzav ; ha koulskoude, ma karfen… ! Klevet a reer blaz al leziregez war hed eul leo gant va frezegennou, ha re laosk e talc’han ar c’habestr. Eno ema an dalc’h : re e karan va bugale, va zud paour a Blogô ! A ! ar garantez a droc’h d’in va diouaskel !… »

Eur zourrad avel krenvoc’hig a deuas, hag an aotrou person da lakaat en e gerc’hen eur sin ar groaz eus ar re devota. Hag, o veza ma’z oa skuiz, ne zaleas ket da vont d’e wele.

Pemp munut goude, korf an aotrou person a yoa