Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/112

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 96 —

astennet e-touez e linseriou, endra ma’z ea e spered da… vro an huvreou.

Klevet a reas ar c’hleier o vralla evel da zeiz ar pardon bras ; kement a vole a yoa enno zoken mac’h horjelle ar c’hloc’hdi koz war e ziazez. Hag hen, paour keaz aotrou person Plogô, en em gave eno dirak iliz ar barrez, hep gouzout kaer na penaos na perak. E stol soken en doa digaset gantan eus ar presbital p’en doa klevet kement a drouz ; hag ez oa deuet da welet petra a dremene a nevez e skeud e iliz barrez.

Sevel a reas e benn, ha petra welas ? O, ne dalv ket d’eoc’h terri o penn o klask, rak ne gavfac’h biken ! Eur peziad den a welas e beg an tour, war e zremm eur baro hir m’en doa ar person mil boan o welet an daoulagad, daoust d’ezo da veza lugernus evel ar stered en eun nenvou digoc’hen.

Mat, Kristenien, an diaoul oa ; ya, hen e-unan, eat da bokat d’ar c’hilhog, kredet ho pije ?

An aotrou person n’oaket bet pell o tivinout, rak, setu ama ar pez a lavaras Paolig du, endra m’edo ar c’hleier e bole gwasoc’h evit biskoaz, e riskl bras da deuler ar bern mein d’an traon, kement-all a strons a yoa :

— « A ! A ! deuet out, aotrou Kermadeg ? eme ar pez fall o varmouzat ; deuet out, hein ! m’em eus gouezet brao tenna ac’hanout eus da wele tom ! Gwasa eo evidout ; mes red e vezo d’it selaou ac’hanoun ama, p’eo gwir em eus difen da vont beteg ennout. »

Gant kement a nerz e komze an eal divezet ma chome ar person bamet holl d’e zelaou, ha n’hellas lavaret nemet ken :

— « Penaos ! te eo a zo aze, spered milliget ? »

— « A ! A ! an hent bras a zo d’an holl, eme