Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/115

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 99 —


Div heur a skoas e tour koz ar barrez, hag an aotrou person ne gavas netra gwelloc’h da ober eget dizrei adarre da ober eur pennad kousket.

Da ober eur pennad kousket a lavaran ? Fazia avat a ran ; serret kloze zaoulagad gantan, an aotrou person a rea meur a zonj. N’oa ket evit kousket gant ar zonj c’houero en doa great eur marc’had gant an diaoul.

O ! an huvre-ze !… Eun huvre ?… Daoust ha n’oa ket kentoc’h eur c’hras a berz Doue ?…

— « O Aotrou ! emezan da Zoue, c’houi hag a lenn er c’halonou, gwelit pegen tenval eo em hini-me. Daou pe dri ene am eus lezet da vont gant an diaoul, mes daoust ha n’oa ket gwelloc’h d’in rei evél-se e lod d’an tan ha miret an hanter eus va farrez dioc’h an daonedigez eternel ?… O Doue madelezus, ho pezet truez ouzin ! Pardonit d’in mar em eus dismeganset ac’hanoc’h, ha diskouezit d’in an tu da zavetei ar pez a zeblant beza kollet… »

Ar c’housked ne deue ket, kaer en doa serri e zaoulagad, hag ar beleg mat a glaske dre e benn ar pez a c’hellje ober evit tenna Plogoiz a-dre skilfou ar Milliget.

D’ar zul warlerc’h, gwisket gantan e gaera dilhad oferenna, an aotrou person a zavas er gador goude an Aviel hag a zisplegas e huvre, pe e weledigez, d’e baresioniz.

— « Ha brema, va Breudeur, emezan, setu ama petra ’m eus sonj da ober evit sec’ha e fri da dad ar pec’hed. D’ar 25 a viz meurz e livirin va oferen eun tammig difreoc’h eget kustum, gwaza ze evit ar merc’hed ! Ober egiz ma c’hellint evit dont d’am heul ? Evit eur wech en eur dremen, ze ne ray netra. Kerkent ha m’am bezo kanet an Ite missa est, c’houi a grogo gant salmou ar gouspe-