Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 105 —
Gwelet a c’helle brema… War ar bank-tosel harp oc’h ar gwele, ’lec’h ma kouskas pell amzer, ez oa pemp pe c’houec’h maouez azezet, ar chapeled ganto en o dourn. Tre, er goueled, ez oa eur chapel wenn, ha tro-wąr-dro peder goulaouen goar war elum… Pebeuz taol a skoas kalon ar zoudard !… Klevet e oe eur glemmaden c’haro, pa’z edo ar ganerien gant ar poz war-lerc’h. Ar re-ma a deuas ive en ti, strafuilhet holl gant an darvoud. E-harz ar gwele a varo, ’lec’h m’edo e vamm, ar zoudard kez drouk-livet holl, liou ar maro ive en e gerc’hen, a yoa kouezet etre divreac’h e c’hoar
— « D’an daoulin !… D’an daoulin holl, gwazed, eme ar wreg a lavare pedennou an noz-veilh : De profundis !… »
————