Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/128

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 112 —


— « Evit kas da Ivona ! »

Koueza ’reas neuze d’an daoulin, marteze evit kuzat he daelou, hag e pedas eur pennad.

P’edo o lakaat he zreid er-meaz eus ar zal e kavas ar Zuperiorez o tont gant eul lizer ; her c’hinnig a reas d’ezi : lizer Ivonaïg oa, al lizer-ze hag a zigase — siouaz ! re zivezad — c’houez vad lanneier Breiz-Izel !

...................................................................................................................

Klanvourien geiz, soudarded ha martoloded ar c’hlanvdiou, gouelit !… Kemerit ho mouchouar da zec’ha ho taelou !… Lavaret a reer ec’h analec’h talvoudegez ar C’hoarezed karantezus !… Emaint boutet er meaz, dre-oll, kouls lavaret, hag ez eus deuet laïkezed en o leac’h ! Gwaz a ze evidoc’h !


————