gwelet a reant, du-ze, e penn ar vali, an nor vras alaouret a yoa o vont da zigeri evito.
Setu eun eal o nijal evel eul lapous ’us d’o fenn. Heulia a rae hent an daou goz, da lavaret eo e teue eus lez-varn an Aotrou Doue hag ez ea war eün d’ar baradoz, en e zourn eur paper bras evel eur gazeten, eur siel ledan warnezan.
Ne oe ket pell o vont betek an nor aour. Ha kerkent e oe klevet evel eur pez taol morzol o koueza war an nor. Prez bras a yoa war an eal, evit doare.
O klevet kement a drouz, sant Per a deuas buan da welet petra a yoa a nevez. An eal a lavaras eur ger bennak hepken, ha sant Per kerkept o vont da zigeri an nor dioc’h an daou du ; goude e krogas e korden ar c’hloc’h bras a yoa eno e-kichen, ha da jacha warnan, evel p’en divije bet c’hoant rei da glevet eur c’helou eus ar c’haera da dud eürus ar baradoz.
O klevet ar c’hloc’h bras e bole e teuas eur bagad bras a zent hag a zantezed da doull an nor. Dioc’h pell n’oa ket eas klevet ar pez a lavarent ; hogen, dioc’h o doare, dioc’h gwelet anezo e oa anat edont oc’h ober goulennou ouz sant Per hag ouz an eal, hag ar pez a glevent a rea d’ezo beza meurbet souezet ha laouen war eun dro. Dizrei a rejont war o c’hiz goude beza kemeret kuzul an eil digant egile ; hogen, dizale e teujont adarre, o tougen, lod garlantez ha kurunennou bokedou fresk outo, ha lod-all bannielou eus ar re gaera. Re-all a zave eun nor nevez gant skourrou glas ha bokedou aour hag arc’hant, evit ober henor d’an nep a dremenje dre zindanni.
Eun dra anat e oa dan daou bried ez ead d’ober