Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/142

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 126 —

Per ehana da ober gouel da bep hini anezo, anez n’en divije mui amzer zoken da halana. Dont a reont, dre wir, a vagadou, da bep heur, ha roet e vez d’ezo zoken al leac’hiou gwella. Hoc’h-unan e welot anezo dizale. Evit ar re binvidik avat eo eur c’hoari all. Petra en deus lavaret Jezuz-Krist diwar o fenn ? Eo ken dieas d’ezo lakaat o zreid er baradoz ha ma ’z eo d’eur c’hanval tremenet dre graouen eun nadoz. Sonj hoc’h eus eus an dra-ze, moarvat, moereb ? »

— « O ya, aotrou sant, » emezi.

— « Mat, abenn ma’z ay eur pinvidig dre zor ar baradoz, tra ken dieas d’ezan evel ma ’z eo d’eur c’hanval tremen dre graouen eun nadoz, eo red, ya, eo red d’ezan, klevit mat, poania da zont da veza "moan ; anzavit an dra-ze ! N’eo ket eun dra gwall-eas, pa vezer kustum da gaout pep tra dioc’h e c’hoant. Eur c’hof re deo, eur yalc’h re leun, setu peadra da ziarben eun hent. Petra ranko ’ta da ober evit ne c’hoarvezo ket kement-se gantan ? Rei kement en deus a re d’an dud n’o deus ket a-walc’h ; en eur ger, ehana da veza pinvidik, me lavar evitan e-unan hepken. Setu ar pez en deus great an den mat ez eomp da ambroug : hennez evit beza suroc’h da zont ama a zo en em zisc’hreat eus a bep tra, edo en noaz evel eur prenv ; hag abalamour ne vez ket, gwelet alies eur seurt tra, ez eomp da ober gouel d’ezan. Nan, ne vez ket gwelet alies kemend-all ; setu kant vloaz a zo abaoue m’emaon er baradoz, hag hema eo ar c’henta pinvidig a welan o tont ebarz. »

— « Ac’hanta, gwreg, a lavaras an ozac’h, piou ac’hanomp eo a lavare mat ? »

— « O feiz, va gwaz kez, ema ar zant o paouez lavaret edo ivez ar wirionez eun tammig bennak eus va zu… »