Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/144

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 128 —


« Pa vezo eur merk war bep mean, pa vezo bet roet d’al lealded ar pez a zo dleet d’ezi, pa vezo bet peurzic’haouet an droug, emezi, me a reno adarre buez ar merc’hed-all, me a ehano da redek. »

Chom a rea c’hoaz koulskoude eur mean da verka.

Ar plac’h reuzeudik a dremene an dervez penn da-benn en aochou, ha war ar pardaez e teue d’ar maner da dremen an noz en eun dourel hanter-ziskaret.

En hent a rea bemdez e kave unan eus ar c’hroaziou-ze bet savet gwechall gant misionerien goz Breiz-Izel. Siouaz ! torred ha bruzunet e oant bet gozik-holl gant paotred diskiantet an Dispac’h.

Meur a wech e oa bet Ivona hag he mamm o taoulina dirak ar groaz vean-ze, pa c’helled kerzet hep riskl da veza taget gant chas klanv ar c’hiz nevez.

Koueza a reas d’an daoulin pa ’n em gavas eno, hag e pedas evel-hen :

— « Hon Tad a zo en nenv, — n’emeus nemedoc’h evit skoazel hiviziken, — ra vo meulet hoc’h hano ; ra zeuio d’eomp ho rouantelez ; ra vo great hervez ho krad war an douar evel en nenv ! »

Ama ec’h huanadas gant kalz a rann-galon.

— « Roit d’eomp hirio hor bara pemdeziek ; ankounac’haït hor mankou, evel mac’h ank… » Sevel a eure en he zav prim evel eun tenn. « Nan, nan, emezi a vouez huel, me n’ankounac’haan ket, ne fell ket d’in mont betek penn gant ar beden-ze. »

Hag e pellaas, prez warmi, en eur lavaret c’hoaz :

« Nan, nan, truez ebet ouz ar vuntrerien ! beac’h d’ezo ! »

He daoulagad a lugerne en he fenn evel an dir war eun dachen a vrezel.