— « Nec’het oun », eme ar prinz.
— « Dizroomp war hor c’hiz », eme ar re-all.
— « Dizrei ?… Biken !… Kentoc’h e tremenen ar ster diwar neun. »
Kendelc’her a rejont c’hoaz eur pennad gant o hent, o klaskeun treiz bennak da dreuzi ar ster, pa glevchont evel eur glemmaden.
— « Petra eo ar vouez klemmus-se am eus klevet ? » a c’houlennas Konan o trei ouz e dud.
— « N’em eus klevet netra, aotrou ! » eme unan.
— « Faziet oc’h bet, kredabl, aotrou ! » eme unan-all.
Hag ez ejont a-nevez en hent. A benn eur pennad, Konan a jomas adarre a-zav.
— « E gwirionez, emezan, ne fazian tamm ebet… Selaouit c’houi hoc’h-unan… »
Holl e chomjont da zelaou. Klevet a reant mat brema klemmou goustat ha skiltrus hag a deue betek o diskouarn.
— « Sellit ! eme ar prins breton, al loenig koant-se eo a glevemp oc’h huanadi. Gouliet e rank beza, rak doare en deus da c’houzanv kalz. »
Hag o koms evel-se, Konan a ziskouez d’e vignoned eul loenig bihan, bihan tre, gwisket gant eur zae wenn-kann, nemet beg e lost a yoa du.
— « Na kaerat loen ! eme Konan, na me garche e dapa evit hel louzaoui ! »
— « Al loenig-se, eme unan eus ar vrezellourien, a zo eun herminig. N’eo gouliet e doare ebet, aotrou. C’hoant en deus da dreuzi ar ster. Hag evel n’hell ket hen ober hep stlabeza e zae wenn, ec’h en em ro da ouela : gwell eo gantan mervel eget en em zaotri ! »
— « Me a zo o vont da esa e dapout ! O pebeuz loenig brao ! »