Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/153

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 137 —


Ha setu Konan o vont war zu ennan. O klask tec’het, an herminig a reas eul lamm e kreiz al lec’hid, ha kerkent e laoskas eur youc’haden skiltrus, he zroad a yoa stlabezet oll, hag e teuas war he c’hiz d’en em deurel etre daouarn astennet ar prins Konan.

— « O herminig koant ! » eme Konan o tremen e zourn war he c’hein hag o secha he zroad gant eun tachad eus e vantel. Ha kerkent he zroad a deuas da veza gwenn-kann evel diagent.

An herminig anaoudek a reas eur zell karantezus ouz Konan evel p’he divije bet c’hoant da lavaret d’ezan : Bennoz Doue !

Eno ec’h echuas e veach, mall oa gantan distrei da gaout e dud evit diskouez d’ezo e gavaden. An herminig he-unan ne glaske mui tec’hel, evel pa vije deuet da veza donv en eun taol.

A-c’houdevez, Konan a zalc’has mat d’e herminig, hag houma eus he zu a zalc’he tost d’ar prins ; heuilha rea anezan e pep leac’h, evel eur c’hi mat.

Meur a vloavez a-c’houdevez, ar gwasker Maksim a falvezas d’ezan gopra ’ar prins yaouank breton evit an taoliou kaer en doa great eus azalek Dol betek an Naoned o trec’hi e enebourien ; hag e roas d’ezan Bro-Arvor e leve.

Evel gouarner, Konan Meriadeg a glaskas atao ober ar muia ’r gwella a vad d’e zujidi. ha setu penaos e teuas da veza karet meurbed gant an holl Arvoriz, betek zoken kinnig d’ezan an hano hag ar garg a roue. Konan n’oa ken nemet dug betek neuze. Gant kalz a blijadur ec’h asantas kemeret an hano hag ar garg a roue an Arvor. Maksim n’esaas tamm ebet miret outan d’hen ober, rak m’en doa ar garg pell a yoa.