An Arvoriz a oe eürus gant Konan. Rei a reas d’ezo o frankiz gwechall, ha beza o devoe o lezennou d’ezo o-unan.
Azalek neuze, Tramoriz deuet da heul Konan Meriadeg hag an Arvoriz ne rejont nemet eur bobl. Roet e oe d’ezo an hano a Vretoned Arvoriz, hag hizio o hanver Bretoned pe Breiziz. Liammou start a gerentiez a unane Arvoriz ha Breiziz Tramor ; en em welet a reant alies, hag alies ivez o historierien ne reont anezo nemet eur bobl hepken, ar Bobl geltiek.
Mes, petra oa deuet herminig ar roue Konan da veza epad ar c’houlz-se ?
Eun dervez brezel, al loenig brao, hag a garie kalz e vestr Konan, a gwitaas telten ar prins, en despet d’an holl lazigou a rea d’ezan Darera, gwreg ar brezellour, ha Gwenola e verc’h ; ar re-ma o doa great pep tra evit e zerc’hel.
Galoupet he devoa an herminig, galoupet eus holl nerz he divesker betek an dachen a vrezel, da gaout ar prins roue Konan.
Ar vrezellourien a anavezas anezi a-bell, dioc’h he zae wenn :
— « Herminig Konan ! » emezo holl war eun dro.
Ar roue a vousc’hoarzas, hag a oe evel laouenneat ha kennerzet o welet e herminig ; skei a reas ker kalet war e enebourien ma kemerjont holl an tec’h evel pa vijent spontet.
Ar vrezellourien a deuas d’o zachen a ziskuiz o tougen ganto an herminig gant kalz a enor.
— « Pokit c’hoaz eur wech da Wennig, c’houi, Darera, ha c’houi ivez, va merc’hedigou karet, a lavaras Konan o tisken an herminig d’an douar. Pa’z eo digouezet en hon touez edomp o vont da