gila ; hogen, ar gwel hepken eus al loenig benniget en deus roet d’eomp nerz-kalon hag hon deus evel-se roet lamm d’an enebourien divadez. »
Gwennig a oe karget a bokou hag a lazigou. Bep seurt enoriou a oe rentet d’ezi c’hoaz gant ar vugale a zouge anezi endro d’an delten, e-giz ma rea ar zoudarded goude an emgann.
Azalek neuze e oe miret eur c’hougn d’an her minig e telten ar roue. Pa oa deuet an noz e oe kaset di da loja, hag an holl a yeas kwit goude beza hetet nosvez vat d’ezi.
Gwenola vihan a bokas betek teir gwech d’an herminig, kement. a boan he devoa o tispartia diouti. Eun dra bennak a yoa marteze o lavaret d’ezi ez oa eun darvoud bennak o vont da zigouezout gant he loenig epad an noz. Koulskoude, evit senti ouz he breudeur hag he c’hoarezed, Gwenola a dec’has evel ar re all.
Kerkent ha goulou deiz edo an tiegez war zao. Klevet e oe eur vouezig klemmus e kichen dor an delten. Gwenola eo a oe da genta oc’h anavezout mouez he Gwennig ker. Digoret an nor, petra oe gwelet ? Gwennig astennet war an douar, ker kailharet ma vije bet dies-bras d’eun diaveziad gouzout petra oa. Kredi a c’hellede oa bet soubet en eur poull anouez.
— « Gwennig ! o Gwennig paour ! » eme ar vugale dare da ouela.
Lagad Konan a yoa entanet, hag e selle piz endro d’ezan. Klask a rea an digalon, rak, hep douetans, great e oa bet an taol gant unan bennak a dost, enebour d’ezan. An herminig vat a reas eur zell truezus ha mantret ouz he mestr karantezus, ar roue Konan, ha prestik goude e varvas.
Soudarded Konan a zigasas dirak o mestr eur