Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/159

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 143 —


— « Dienez, Dienez ker, emezan, te a zo madelelus… Roet ec’h eus d’eomp kement az poa bet da-unan ; ar pez a yoa red d’it, paour keaz ! Da garantez a zo gwirion ha divlam, rak m’her graez evit Doue ! Ra vo da feiz par d’ezi ! Lavar… Roet e vezo d’it hervez da c’hoant… »

— « Sanctus ! sanctus !… eme Dienez deuet da veza besteod oc’h anaout sant Per. Hag e kouezas war e zaoulin koz, e benn stouet betek an douar.

Kennerzet hag hardisaet eun tamm bennak gant komzou madelezus an ebestel eürus, sant Per ha sant Paol, setu ar paour oc’h en em lakaat da goms :

— « N’em eus, sent vras, netra ken war an douar-ma… nemet eur wezen avalou. Nebeut eo kement-se ; dont a reer a-ben koulskoude da laeres diganen he frouez. Kerkent ha ma vezont dare, eun dudi o gwelet ker melen, ma ve c’hoant d’o dibri kroc’hen hag all, — petra c’hellan-me ouz kement-se ? — Ac’hanta, setu e teuer d’o laeres endra ma redan ar c’harter o klask va zammig bara. Mar plij ganeoc’h, sent ker, ha mar deo ho madelez a du gant se, grit na c’hello ket disken hep va aotre an nep piou bennak a zavo er wezen evit laeres va avalou… Evel-se me a c’houezo piou a zo o laeres ac’hanoun, hag ho santelezou o devo great evidoun kant ha kant gwech-all muioc’h eget n’em eus great evito. »

— « Ra vo klevet da c’houlen, paour keaz ! »

— « Ra vezi benniget, paour madelezus ! »

Hag o lavaret kement-se Per ha Paol a yeas diwar wel, o lezel Dienez leun-bar e galon a feiz hag a levenez.

........................................................................................................

Setu deuet an diskar da veleni ar glazvez ha da