Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 146 —
d’in, rak ne c’houlenno ket kalz a amzer diganeoc’h, n’eo ket dies ken nebeut. da ober, hag ouspenn-ze, plijadur a reot d’eur paour keaz den… Aze dirak va dor ez eus eur gaer a wezen, melen aour gant an avalou a zo enni… Va avalou ker !… C’hoant am befe d’o zanva c’hoaz eur wech araok tremen, hag ho pedan da gaout ar vadelez da vont da gerc’hat unan vrao d’in. »
— « N’eo ken… eme an Ankou. Eur wechig an amzer e plij d’in ober vad d’am nesa… d’oc’h-hu, dreist-oll, paour keaz Dienez. »
Hag hen o vont buan d’ar wezen hag o sevel war ar skourrou… Pa deuas ar poent da zisken avat, e oe eun abaden-all… Kaer en devoe trei ha distrei, disken n’halle ket, stag mat e oa ouz ar skourou… C’hoantaat a