Setu ma teuas eun dervez hage oe ezom eus eun eal muioc’h er Baradoz.
Hag o veza galvet unan eus ar re a yoa en e gichen, Doue a lavaras d’ezan :
— « Kea da zibab eur breurig war an douar ! »
Hag an eal o veza stouet kement ha ma c’helle, evit azeuli an Aotrou Doue, a deuas goustadik, da ober eur zell ouz ar c’haveliou dre diez Breiz-Izel.
Siouaz ! red mad eo d’eomp anzav ne jomomp ket gwall-bell henvel ouz an elez glan : e-touez ar vugaligou eo eta mont d’o c’hlask.
Hogen e kichenik pep kavel ez oa eur vamm war evez. Ha daoust pegen didrous bennak e teue an eal gwenn, n’helle ket miret ouz e ziouaskel da franoual an distera ha da lakaat evel-se kalonou ar mesaerezed tener da veza enkrezet.
Hag ouspen-ze, an eal na deue ket evel al lapoused kriz a blav war an neizi evit samma ar re vihan hep truez ebet. E zremm a vousc’hoarze endra ma lavare gant eur vouezig flour :
— « An Aotrou Doue a fell d’ezan kaouteun eal. Ha plijout a rafe d’eoc’h rei d’ezan hoc’h hini ? »
An eal a welas meur a vamm oc’h en em deurel a stok-korf war o bugel, kounnaret oll evel leonezed, dare da zailha war an neppiou bennak a dostaje da gregi en o c’hrouadurig, hag e lavarent neuze evel evit ober gwap :
— « Nan, nan, n’ho pezo ket anezan ! D’eomp eo, ha n’her roïmp da zen evit priz ebet. Diveza-