Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/165

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 149 —

toc’h, divezatoc’h c’houi a deuy adarre !…

— « Ha ma ne vez mui eal a-benn neuze ? Eun eal eo a glaskan !»

Lod a vousc’hoarzas hag a reas eun hejaden d’o diskoaz ; petra rea an dra-ze d’ezo ? Lod-all a ziskouezas kalz a fizianz en o galloud o-unan :

— « Daoust ha n’emaomp ket aze evit o miret ? emezo gant eun dremm gwapaüs. Daoust hag evit tud a netra e kemerit ac’hanomp-ni ? Ni a oar kouls ha c’houi pegement e talv ene gwerc’h ar bugel-ze. Daoust ha red e ve a-grenn mont d’ar Baradoz d’hen diwall dioc’h ar c’hailhar ? »

Hag an eal a yea kuit glac’haret bras.

Mont a reas da c’hournijal war-dro kaveliou alaouret, enno bugaligou koant klozet kaer er zeiz hag en dantelez. Itronezed gran, moan ha bresk, a Zeue da bokat d’ezo evel dre laer, en dizro eus o flijadur, dansou ha festou-noz…

Hag an eal da lavaret d’ezo :

— « Ezom zo eus eur prinz e lez va Mestr. Ha plijout a rafe d’eoc’h gwelet ho mab er garg uhel-ze ? »

Hag ar mammou-ma da ziroll da ouela, da hirvoudi, spontet krenn gant eur seurt kelou. « Biken, nan biken n’hellimp ober an dilez eus hor c’hrouadurig ! Daoust hag an aotrou Doue ne oar ket pe seurt teneridigez en deus lakeat e kalon ar vamm ma teu evel-se d’he bruzuna ? » A dra-zur, o rei a rachent ma vije red a grenn. Hogen, p’eo gwir e c’houlenned o asant diganto, ar mammou a lavare nan.

Ha gant muioc’h c’hoaz a dristidigez, an eal a dec’has dioc’h ar maneriou gran.

Dont a reas sonj d’ezan neuze eus karantez dispar Hor Zalver benniget evit an dud a renk izel,