walc’h a galon vad. Kannad an nenvou ne felle ket d’ezan mont dre nerz ; goulen a rea eun donezon great a youl vad hag hep klemm.
Great e oe d’ezan.
An eal a yoa eat en eun ti-all. Eno e kavas eur gwele gant eur groaz a-zioutan. Eur vamm zantel a bede dirak he bugel, hag araok m’en doa ar c’hannad peur-echuet e gomz, ar vamm a lavaras d’ezan gant madelez :
— « Setu-hen ama. Doue an doa roet anezan d’in da zevel, d’Ezan eo. Rei a ran e dra d’ar perc’hen. Aon bras am oa n’em bije ket gouezet miret d’ezan e denzor. Nebeutoc’h a boan am bezo oc’h e goll evit n’em bije eun dervez oc’h e welet saotret dre e fallentez ! »
Hag ar vamm galonek a lakeas he faotrig etre divreac’h an eal o vousc’hoarzin. Lakaat a reas eur pok c’houek war dal he eal, a vousc’hoarze ive. Ha neuze, eus he c’halon mantret evelato, e savas daerou d’he daoulagad. Unan anezo a ziveras war ar c’heaz bihan a yea kuit laouen.
Ha setu en eun taol ma teuas ar veraden daerou da veza troet e kerz ar bugel en eur gwiskamant eus ar c’haera ; kaeroc’h e oa zoken eget hini kannad an aotrou Doue.
En hevelep doare m’oa souezet an holl er Baradoz oc’h o gwelet o tont, ha ma c’houlenne an elez an eil ouz egile :
— « Eus a beleac’h ’ta e teu ar breurig nevez-ma ? Na kaer eo e zilhad !… » A dra-zur, an eledigou-ze a yoa koant. Hogen, eun dra a vanke hag a vanko d’ezo bepred, ar sked a ro d’eun ene daerou eur vamm gristen.
Eur c’havel a yoa goullo war an douar ; en nenvou avad, arme an elez a yoa e niver.