Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/17

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Penaos e oe savet Kalvar kaer Plougastell


————


Bezomp trugarezus e-kenver ar beorien ; ar garantez a zistan justis an Aotrou Doue, roet en deus e c’her e talc’ho sonj vat eus eur werennad zour roet en e hano.


Gwechall n’oa ket eur c’hroaz-hent e Breiz-Izel ha n’en divije eur groaz bet savet gant tud devot ar c’harter. Pa ’z oant laouen e tiredent d’ar groaz, d’ar c’halvar, evel m’oa ar c’hiz ganto da lavaret, evit trugarekaat Doue hag ar Werc’hez. Pa zirolle warno eur walen pe eur gwall-darvoud bennak, d’ar c’halvar eo ez eant ive da c’houlen trugarez.

Hag ac’hano eo e teue d’an dud vat se ar gwir vignoniach, ar peoc’h a yoa etrezo. Beva a reant evel breudeur, dare atao da rei dourn an eil d’egile. Ha setu aze petra dalv eur zell great ouz kroaz hor Zalver ; setu aze frouez kaer an devosion da Groaz Jezuz, frouez douget zoken gant ar c’halonou kaleta.

Daoust ha gallet o divije an dud-se lezel an avi, ar gasoni, hag ar youlou-all ken direiz, da c’hounit war o c’halon, pa gavent, kouls lavaret e pep tachen, lagad Jezuz war ar groaz o para warno, pa welent e zaouarn staget, e ziouvreac’h astennet evel evit o briata, pa zeue en o spered ar c’homzou ma eus an Aviel lavaret gant ar Zalver benniget evit ar re a rea d’ezan gwasa ma c’hellent : « Va

Zad, pardonit d’ezo !… »

2