mad ouz an tri beachour santel ; o hencha a reas penn da benn an hent hag epad derveziou o harlu.
Herodez o vezan maro, eun eal a deuas a-nevez da gaout Josef. Hema sentus, a sternas adarre an azen hag, o veza kemeret e benn-baz, e tiztroas d’e vro. Da Nazaret eo ez eas en dro-ma da jom, e leac’h mont da Vetleem.
Antronoz e zistro, eun den war an oad, ar vaz a bastor en e zourn hag ar baner oc’h e gostez, a yea dre an hent, eun oanig oc’h e heul ; laouen e seblante beza.
Dlgouezout a ra, hag e sko war an nor. Sant Joseph a deu buan da zigeri. Anaout a ra pastor Betleem deuet da zigas da Jezuz an oanig mad kresket kalz. Ar Mabig Jezuz a ra stad d’ezan, hag, eo eur vennozi ar pastor, e lavar : « Eürus an dud kunv, habask, rak d’ezo e vezo an douar ! Eürus ar re baour, rak ma welint Doue ! »
O veza klevet e oa dizro an Tiegez Santel d’ar gear, Elisabet hag he mab Yan a gemeras an hent evit mont d’e welet ; nebeut goude e tigoueschont e Nazaret, e leac’h e oe great d’ezo enn digemer kalonek.
Mab Elisabet a yoa gwisket gant eur c’hroc’hen danvad, gwriet war e skoaz gant eur pennad korden, er gouelec’h (dezert) divezatoc’h e vezo goloet gant kroc’hen eur c’hanval.
Eun dervez edo sant Yan hag ar Mabig Jezuz o c’hoari war dreuzou an ti ; tom e oa d’ezo dindan heol bero bro ar Zav-Heol. Ganto edo ivez an oan o kemeret perz e c’hoariou e vignoned.
Setu en eun taol Yannig o vonet e ti ar c’halvez, hag hen o kemeret daou bez koad hag oc’h ober eur groaz ganto. O welet war al leur eun tamm lian roget, bet dresel gant ar Werc’hez, kredabl, e ke-