Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/171

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 155 —

mer anezan, hag hen d’hen staga evel eur ruban oc’h divreac’h ar groaz.

An avelig skanv, o c’houeza goustadik, a rea d’ezan heja en eun doare plijadurus da welet.

Tost d’ezan edo ar Bugel-Doue, hag eun tammig larkoc’h sant Josef, ar Werc’hez Vari ha santez Elisabet, sebezet o sellet oc’h c’hoari ar vugale.

Mari koulskoude a skrijas o welet ar groaz. Dont a reas sonj d’ezi eus komzou glac’harus an den koz Simeon ; he c’halon a zaoulammas, hag eus he daoulagad e tiredas daerou c’houero.

Hogen, setu eun dra laouennoc’h o tremen dirak o daoulagad.

O vesa savet war gein an oan, Jezuz a zeblantas kaout c’hoant da ober dre araok ar pez a dlie ober divezatoc’h en eur vont e kear Jeruzalem. Yannig a gas an oan gant eun dourn, hag en egile e toug e vanniel ; ma oe klevet en nenvou moueziou gwerc’h o kana da zabaturi ar garva diskouarn : « Bennozet ra vezo an hini a deu en hano an Aotrou ! »

Goude beza c’hoariet eur pennad evel-se, Jezuz a roas e frankiz d’al loen ; moueziou an nenvou a davas, ha ne oe klevet ken nemet trouzig an eskel o trouc’ha an ear. Ha netra ebet mui…

Elisabet koulskoude a lavare distrei d’ar gear ; sonet e oa heur an disparti. Yannig a gave dies kenan kuitaat e genderv hag… an oan en doa kement a blijadur gantan. Jezuz a welas mat e dristidigez hag a ouezas dioustu perak :

« Mar kerez, emezan, me a roi d’it va oan. » Eur mousc’hoarz a darzas war muzellou ar paotr, hag e zremm a deuas da veza laouen. Hogen, ar Mabig Jezuz a gemeras eur vouez c’haro hag a lavaras : « An oan a vezo hiviziken ez kichen evit da rei da