Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/175

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 159 —


— « It gant hoc’h hent. N’ez eus Doue ebet ! a hopas an den difeiz. It prim ac’halen, ha n’ankounac’haït ket e lavaran d’eoc’h brema e taolin ac’hanoc’h en aod eus gorre an teven ma, ma tigouez c’hoaz ganeoc’h dont betek ama. »

An aotrou person a ziskennas en eur ouela.

Hogen, setu eun dervez eur gorventen eus ar re vrasa o tont eus ar c’huz-heol. Ar mor pennfollet a deue da lipat betek gorre an teven, o koueza goude-ze war ar reier en eur ober eun trouz spontus. Al luc’hed a yea hag a deue dre an oabl, o treuzi ar meneziou koabr du, hag e kleved goude tarsiou kurun a lakae da grena an hardisa pesketaerien. Pep tra a zeblante beza dirollet hag a yoa evel dare da drei ar bed-holl war an tu gin.

Ar bagou, a drugare Doue, a yoa digouezet e poent. Ne vanke hini ebet. An holl besketaerien ivez a yoa er gwasked. N’oa den eta war an aod, o veza n’edod war c’hed eus merdead ebet chomet divezat ha tapet gant ar gorventen.

Kristen ebet war an teven ; kroazet e ziouvreac’h gantan hag azezet e toull eur roc’h, Ivonig hepken a zelle dizeblant ouz ar mor kounnaret.

Setu, en eun taol, ma klever klemmou truezus Beza ez eus du-ze, pell, pell, unan bennak o c’hervel eus e holl nerz. Klevet mat a reer, en despet da drouz spontus ar mor o freuzi war ar reier. Ivonig a zav soun en e zav : e lagad, boaz oc’h ar mor, a wel eur vag en dremwel. Ar vag-se ken dister a ra lammou souezus, a-wechou war c’horre ar gwagennou, a wechou-all e strad islonkou doun divent, dare atao da veza goloet.

Ivonig a azez a-nevez oc’h ober eur mousc’hoarz :

— « Unan nebeutoc’h da vont da besketa », eme ar paotr koz digalon.