— « Da vab eo, Ivonig a zo oc’h da c’hervel ! » a lavaras eur vouez.
— « Ya da ! Piou a zo ama o koms ouzin ? »
— « Hast buan, Ivonig, mar ’peus c’hoant da zavetei da vab ! » eme c’hoaz ar vouez.
— « N’em eus mab ebet… »
— « Ra vezi eta milliget, den fall ! »
Ha raktal an teven a-bez a oe sklerijennet gant eul luc’heden dispar.
Hag eun eal neuze, skedus evel an heol, eur pez kleze en e zourn, a deuas d’en em ziskouez da Ivonig, a grene en dro ma evel eur bern deliou. Hag an eal a lavaras :
« Den koz, an Aotrou a zo deuet da skuiza o welet da galon ken kalet. Kredet en doa e vije deuet da voukaat gant an darvoud-ma, hag ez pije goude troet kein d’az tizursiou. N’ac’h eus karet morse na da Zoue, na da wreg na da vab, na den. Lakaet ec’h eus da holl garantez er madou vil a dremen gant ar vuez. Karget oun gant Doue da zi gas kelou d’it eus e varnedigez. Da ene a deuio dre ama da huanadi, endro d’ar roc’h-ma, bep tro ma kouezo ar gorventen war aochou Breiz. »
Pa en em zav ar tarsiou, pa c’houez an avel viz, e klever ar Roc’h o ouela, oc’h huanadi keit ha ma pad ar gorventen.
Setu perak, eme an hini a gonte d’in an dra-ma n’eus, nag e Konk na wardro, den piz na den digalon ebet.