da alaouri kribennou an tarsiou mor, an den koz enorus a guiteas ar maner, an Aotrou Doue war e galon. Mont a ra, kalonek ha krenv, evel eun den e-kreiz e nerz. Prez zo warnan. E peleac’h eta ema an enebour ?
Ema war evez. En amzeriou-ze ken trubuilhet, mezvet gant ar gounnar hag ar gwad, eur vanden laeron a zo oc’h e spia, oc’h e heul.
E peleac’h kuzat ? Da beleac’h mont ?
Eat eo berr warnan, ha koulskoude gant aon na ve saotret an tenzor a zo en e gerc’hen, ar person koz a red, a gouez meur a wech hag a zav adarre.
Setu ma klever trouz eun tenn…, hag eur glemmaden skiltrus… ; horjella ’ra ar beleg, hag e kouez… Trec’het eo an den !
Ha setu eun hosti wenn o tont eus kerc’hen an hini lazet, o sevel en ear, o tont hag o vont poulzet gant an avel ; eat eo da goueza e-kreiz eur park…
Er park-se, goloet neuze a reier, an holl vein abaoue o deus stum ar groaz.
Azalek ar mein bihana betek ar re vrasa, holl, hep ma vankche unan, hollint troet e kroasiou. An dud gouiziek a lavar int bet neteat, sklereat ; ar Gristenien avad a lavar eo ze eur burzud.
Ha pa’z efet dre Wened, it hoc’h-unan da welet ha gaou eo lavaran.