Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/181

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 165 —

ne glevan kouls lavaret nemet brezoneg er Baradoz. Deuit ’ta er porched, ama e vezo goudoroc’h d’eomp. »

Sant Per a zigoras an nor, a azezas en e gador, ha Fant war eur skaon en e gichen. « Lavaret a rean d’eoc’h ’ta, Fant, e komzer ar brezoneg er Baradoz alies alies brema. Eur pennadig a zo e oa deuet ar c’helou betek ama, penaos eur guchennad Bretoned digalon ha lorc’hus, war digarez ma ouient eun tammig galleg, a lavare o fedennou hag o c’hatekiz d’o bugaligou e galleg ivez, mar plij ; ar vugaligou baour a zrailhe o fedennou hep gouzout petra lavarent. Pa glevas santez Anna an dra-ze e tirollas da ouela, evel a ra ar mammou koz pa vez great droug d’o bugaligou. Evit frealzi he c’halon, hor Zalver a lavaras d’ezi : « Ehanit da ouela, mamm goz, yez kaer ho Pretoned ne vezo morse kollet e Breiz ; ma tinac’h unan bennak anezan, ama da vihana, er Baradoz, ne vezo morse dilezet. Ha kentoc’h eget gwelet Breiziz oc’h ankounac’haat o brezoneg, me gasfe va aelez d’hen deski d’ar vugaligou en o c’havel. Abaoue an deiz-se e klever dalc’h-mad an nevo o tregerni gant toniou ha soniou Breiz-Izel. »

Fant, kroaziet he divreac’h ganti, a zelaoue gant dudi komzou porsier ar Baradoz. Pa oa achu gantan, sant Per a lavaras :

— « Brema, Fant, eo deuet ho tro. Petra hoc’h eus da lavaret d’in ? »

— « C’hoant am boa da lavaret d’eoc’h, abostol santel, ez eus c’hoaz kornandoned e Breiz-Izel. Va mamm-goz, Doue r’he fardono ! am eus klevet o lavaret meur a wech ne vez mui gwelet er vro na paotred ar zabat na kornandoned abaoue ma vez kanet ar Gredo en oferen-bred. Mat, sant Per ben-