Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/183

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 167 —

aour ar Baradoz a zigoras, ha Fant, pa welas peger kaer ha pegen dudius e oa an holl draou ebarz, a reas eur gammed war he c’hiz, ne grede ket mont er Baradoz ; sellet a rea oc’h he boutou koad. Penaos mont gant eur boutou ken teo ha ker pounner war leur-zi aour ar Baradoz ? Sant Per a lavaras d’ezi :

— « N’ho pezet aon ebet, Fant ; ne viot ket ar genta o vont aze gant eur boutou koad. »

Neuze ar vaouez geaz, hardiseat, a yeas ebarz. Kerkent ha ma oa eat dreist an treuzou he dilhad holl, he boutou zoken, a deuas da veza skedus evel an aour, hag ar c’holo a deue eun tammig er-meaz eus he boutou a yoa lugernus evel bannou heol. Pa oa eat Fant er Baradoz, sant Per a skoas eun taol gant e alc’houez war ar skaon, ha kerkent eun arc’heal kaer meurbed en em gavas en e gichen. Azariaz e oa, an arc’heal a veze kaset peurliesa da ober ar c’hevrediou a veze c’hoant da ober buan.

— « Sellit, a lavaras d’ezan ar zant ; gwelet a rit aze eur rouden c’hlas, eur groaz warnezi. Ac’hanta, aze ema chapel Sant Kadou, e-kichen Menez-Are, e Breiz-Izel. Eno, war a glevan, ez eus c’hoaz kornandoned ; it da welet. Skrivit war an delien baper wenn-ma kement a welot hag a glevot, ma c’hellin lavaret d’an Aotrou Doue ar wirionez pen-da-benn. »

O veza saludet sant Per, an arc’heal a zispakas e ziouaskel lugernus ha ne oe ket pell oc’h erruout a-us da vro Vreiz-Izel.

P’edo digouezet tostik-tost, e chomas eun tachad da ehana war eur goumoulen o sellet ouz an douar ha na pebeuz tra iskis a welas, va Doue !… En eul lanneg, en-dro d’eur chapel, ha betek war