Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/185

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 169 —

skeuden ar zant, hag e oé souezet maro o welet anezan o ouela, ken dourek zoken, ma tivere an daerou betek an douar.

— « Perak, eme gannad an nenvou, e ouelit hu evel-se ? »

— « Eal santel, eme ar zant, me a zo, pell bras a zo o c’hedal ma teuy unan bennak da rei skoazel d’in. Na laouen ez oun ouz ho kwelet !… »

— « Asa, eme an eal, o klask ober gwap eo emaoc’h ’m eus aon ! Laoskit hoc’h ormidou, me ho ped, ha selaouit ac’hanoun. Me eo Azariaz, Arc’heal, digaset ama gant Doue evit gouzout ar wirionez. Livirit d’in eta war-eün penaos ha perak e vez aze bemnoz an diaoulou bihan am eus gwelet aze bremaïk. »

Ar zant a laoskas eur glemmaden druezus.

— « Buan, buan, eme an arc’heal ; hor Zalver a zo o c’hortoz ac’hanoun, hag ar Baradoz, evel a ouzoc’h, a zo pell ac’han. »

— « Ra viot benniget, eal santel !… » eme ar zant.

— « Arc’heal… eme Azariaz, arc’heal eo ez oun ! »

Hag e tispakas e baper aour.

Goude beza huanadet, sant Kadou a lavaras :

— « Brema ez eus wardro daou c’hant vloaz, dre eun nosvez zu hag arneok, e klevis, dreist trouz an avel pennfollet, eun trouz-all krenvoc’h ha skiltrusoc’h, henvel oc’h eur glemmaden spontus, hag en dro d’in war al lanneg, e welis o koueza, evel eur barrad kazarc’h, loenedigou bihan, du ha blevek ; me lakae e oant lapoused noz. Unan anezo a deuas d’am c’haout hag a lavaras d’in :

— « Ni eo ar c’hornandoned diveza ; kas a reer ac’hanomp eus a bep leac’h, zoken eus a Vreiz