Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 3 —
Eur vintinvez e tigouezas eur bagad brao a dud e Kloc’harz. Atao war evez, ar gouerien a oe mall ganto mont da guzat, pep-hini eus e du ; setu perak, pa falvezas gant diavezidi gouzout eun dra bennak digant tud kear, e oe red mat d’ezan dizrei da gonta d’eun itron yaouank en doa kavet dre-oll dorojou serret. O klevet kement-se, penn houma a deuas da veza tenval.
— « Ha da beleac’h ez aimp neuze ? emezi glac’haret oll ; penaos e c’hellimp-ni dont a-benn d’anaout hon hent, en eul lanneg evel-hen ? »