aze ; n’eo ket ma vent inouet bugaligou an Aotrou Doue, mes, sellit, pa ne c’hellint mui ober droug, ar c’hornandoned a zanso, a lammo, hag a gano en eun doare ken iskis, ma vo, sura-walc’h, kalz ebat ganto ! »
Sant Per a zizavas gant e zourn ar bouchadig bleo gwenn a yoa c’hoaz a-zioc’h e dal. — « Eun ali mat eo, a gredan, demezel Fantig. Mont a ran da welet an Aotrou Doue. »
Hor Zalver en deus stad ouz kement tra n’eo ket drouk, hag e kavas mat kenan ar pez a lavare d’ezan sant Per. — « It, emezan, da gaout va zad-mager, ne jomo ket hep rei d’eoc’h eur gaoued. »
Sant Josef a yoa dres o tigouezout er Baradoz, bet oc’h ober eun dro e Breiz-Izel. Bloaz a yoa, da zadorn ar Basion, sakrist Kastell-Paol, o voucha skeudennou ar zent, a zigouezas gantan terri skouarn dragon sant Paol gant e skeul. Sant Josef en doa klevet santez Anna ha sant Paol Aorelian o koms etrezo diwar-benn, an dra-ze ; hag e kemeras e venviou, eun nosvez, hag, hep gouzout da zen, ez oa bet o tresa ar skouarn dorret. Pa oe lavaret d’ezan petra yoa c’hoant a raje, e stagas buan d’al labour. Ne oe ket pell evit beza great ; livet hag alaouret e oe ivez, ha ker kaer e oa ma ’z oa eun dudi sellet outi.
Sant Per ken nebeut, n’en doa ket ankounac’heat e vicher goz. Lakaat a reas ober eur roued bras, bras, henvel ouz ar re a veze gantan gwechall o pesketa.
Eun nosvez ma oa ar c’hornandoned en o gwella o c’hoari hag o youc’hal en dro d’ar japel, sant