Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/22

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 6 —


— « Demezel, emezan, n’em eus nep fizianz er rederien-vro ; soudarded aotrou Lanveog, enebour touet d’ho tad, a ya hag a deu dre ar vro. Aon am eus rak o zroiou-kuz, hag ar manac’h-baleer-ze n’en deus stum vat ebet gant e zellou faëus hag e zoareou prestet. Me laka eo eur spier, ha netra ken. »

— « Mont a ran da welet va-unan », eme ar plac’h yaouank o sevel.

Mont a reas, evel m’he devoa lavaret, betek dor ar porz, ha dre doull barrennet an draf a yoa enni e c’houlennas digant ar perc’herin petra rea d’ezan kaout kement a c’hoant da vont er c’hastell.

— « Eur c’helou eus ar re vrasa, demezel, a zigasan d’eoc’h, hag, ouspen-ze, skuiz maro oun ive. Klevet em eus bet lavaret n’ousped gwech ez eo an itron eus a Blougastell meurbed karantezus. N’hen diskouez ket nemeur, dre va feiz, p’eo gwir e ra d’in gedal keit all e-tal an nor-ma. »

Ar rebech a yeas war-eün betek kalon Tereza, hag e roas urz da zigemeret ar beachour ha d’ober brao d’ezan, daoust da lavarou ar gouarnour. Araok dibri eur c’hinaouad eus ar pez a ginniged d’ezan, ar beachour a c’houlennas ober e gefridi dioc’htu.

— « Ho tad, emezan da Dereza, a zo er prizon, eun tachad a zo, klozet en unan eus touriou Henbont. Her gwelet em eus eno. E vrasa tristidigez e vezo mervel hep beza ho priatet…

— « Mervel ? » a c’houlennas an demezel.

— « Ya, siouaz ! Er c’hrogad diveza, a zo bet etre soudarded Monfort ha re Vlez, eo bet gwall-c’hlazet, ha n’en deus fizianz ebet da barea. Karget oun gantan da lavaret d’eoc’h n’en deus ket tremenet eun dervez hep kaout sonj achanoc’h ;