Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/25

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 9 —

he zreid hag a c’houlennas diganti, en han’ Doue, an aotre da vont betek he zad, baron Plougastell.

— « N’eus ket ama aotrou ebet hag a zougfe an hano-ze, demezel, » a lavaras an intanvez gant eur vouez rust. Houma a gredas eur pennadig e teue an demezel, digaset gant enebourien tu Monfort, da c’houzout doare an traou e kear.

O klevet lavaret n’edo ket he zad eno, an demezel a zavas en he zav evel eun tenn, drouk-livet ha souezet bras.

— « Petra ! emezi, daoust ha gallet ez eus bet kas ar fallagriez betek fazia ac’hanon evelse ? O itron, kredit ac’hanon : digaset ez eus bet kelou d’in evit lavaret edo va zad ama o vervel en eun toull kuz bennak. Ha perak, va Doue ! ez eus lavaret d’in eun hevelep gaou ? »

Skoet he c’halon o welet eur seurt glac’har, Janed a jenchas ton hag a reas oc’h Tereza eur maread goulennou. C’hoant he devoa da anaout an histor penn-da-benn. Pa deuas ar plac’h yaouank da gonta pe seurt douetanz en doa bet Pol diwar benn an aotrou a Lanveog, e oe gwelet an intanvez o sevel d’he zro, hag e lavaras :

— « Bugel paour ! da enebour eo a zo falvezet gantan pellaat ac’hanout evit kregi easoc’h a ze ez peadra. Bremaïk e kredot ac’hanoun p’am bezo digaset dirazoc’h ar skoueder deuet er mintin-ma da zigas d’in ar c’helou, a-berz aotrou Lanveog, o deus pleget Plougastelliz ha Kraoniz. Hiviziken eta ar c’harteriou-ze a zo gounezet d’in. »

Evel eur goumoulen a dreuzas spered Tereza hag e oe darbet d’ezi koueza d’an douar.

Setu ma oe digaset ar skoueder, dre urz kontez Monfort.

Ar skoueder yaouank na gredas ket nac’h ar