Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/26

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —

wirionez, gant aon da veza kastizet divezatoc’h, hag ouspen-ze, e spered a oe skoet o welet dirazan an demezel a yoa bet laeret gant e vestr. Hag e lavaras rag-eün kement en doa great an aotrou a Lanveog.

— « Va mestr, emezan, a ouie ervad e Savche an holl Blougastelliz en e eneb, mar en divije klasket mont d’ho maner gant an armou, ha setu perak e kavas gwelloc’h kas eur c’hannad da lavaret d’eoc’h edo gwaskedet ho tad ama. Lavaret mat en doa n’ho pije ket gallet chom hep mont d’e welet kerkent, ha neuze e vije eas d’ezan kregi en ho madou. Eat mat eo e vennoz da benn.

En despet d’ar boan o deus kemeret he servicherien, Plougastell a zo bet trec’het. Gouarnour ho kastell a zo en disheol, klozet mat, hag ar vro a-bez a zo brema dindan galloud va mestr. Roet en deus da gredi d’ho kwizien (vassaux) e oa maro Pol, ha c’houi, emezan, a yoa eat kuit evit atao. Hag abalamour da ze, n’en deus enebet den, da lavaret enebi… Ha neuze, petra c’hallfed da ober brema eneb an hini a zo deuet da veza perc’hen ar c’hastell ?… »

Tereza a oa mantret o klevet kement-all. Gwelet a reas dioc’h-tu peger bras droug a yoa great d’ezi. Petra da ober ? Da beleac’h mont ? Evel a lavare ar skoueder, ne dalvezche da netra en em zevel oc’h perc’hen nevez ar c’hastell.

Ar plac’h yaouank a ouie ervât e vije a-walc’h eviti mont d’en em ziskouez d’he Flougastelliz evit ma’z aje an holl wazed d’he heul. Baron Plougastell, avât, hag hen hepken, a c’helle dont a-ben eus eur seurt labour ; ha p’eo gwir ne ouied pen ebet dioutan, ha marteze abarz pell ne vije klevet hano ebet anezan ! Ha goude m’en divije gallet mont da