gwizien, da drugarekaat Doue da veza o miret a zroug epad ar brezel, hag ivez abalamour m’oa echuet ker kaer ha ker kempen ar rendael a yoa bet etre baron Lanveog hag aotrou Plougastell. Heman en doa great sevel eur c’halvar e mein glas Kersanton, hag e felle d’ezan e vije gouel bras er vro en deiz ma tlied e vennigan.
Ar c’halvar-ze, eur pez labour eus ar re wella, en deus diou renkennad skeudennou da ziskouez darvoudou brasa ar Basion. En uhel, ema kroaz hor Zalver, hag eus an daou du d’ezi kroaziou al laeron.
Evito da veza kizellet er mean, ar skeudennou-ze a yoa great kaer kenan. Setu perak e chommas an dud bammet-oll da zellet outo, ha ne oe nemet ar youc’h-ma e-touez ar re a yoa eno : « Nak hen a zo kaer ! » Setu ivez ar gomz a lavar c’hoaz hirio ar re her gwel evit ar wech kenta.
Goude ma oe benniget ar c’halvar e oe eur banvez bras. Ar re holl a yoa bet o welet al lidou a yoa ivez pedet d’al lein. Tereza a yea hag a deue dre douez an dud, bepred laouen ouz an holl, ha modest en he doareou evel pa vije eur werc’hez eus an nenv. Perig a yoa tost d’ezi, gwisket e floc’hig, ker mignon, kel laouen hag eun ealig. Mes ive nak hen a yoa eürus e Plougastell ! Ar vuez a yoa ker c’houek evitan, kement a anaoudegez vat a yoa en e galon ma klaske dalc’hmad an doare d’he diskouez d’e vadoberourien. O chom evelse tost atao da Dereza e krede miret outi da goueza e droug ebet e kenkas ma vije riskl evit he buez. E galon vat a gase Perig eun tamm re bell marteze ; hogen, an demezel ne glemme ket eus se. Meurbet e karie ar bugel, ha neuze digas a rea envor d’ezi eus an amzer tremenet ganti e Kloc’harz. N’ankouna-