c’hae ket penaos e oa bet frealzet en doare harlu-ze gant karantez ha stagedigez tud ar geriaden-ze, Sonj mat he devoa ive eus ar bromesa great d’ezo da vonet eur wech d’o gwelet. Araok pell e sevenas he c’homz.
An deiz ma tizroas Tereza da Gloc’harz a oe eun deiz kaer.
An holl a yeas e prosesion da zigemeret ar baron hag e verc’h betek ar groaz savet gant Tereza he-unan. Ar baron hag e verc’h a oe teneraet o c’halon oc’h adgwelet ar groazig-se e leac’h oant en em gavet o daou. Eur zell great gant an demezel ouz ar groaz, hag eun nebeudig komzou lavaret ganti e pleg skouarn he zad a deuas da veza eur vammen a levenez evit Kloc’harziz. Hag, e gwirionez, ar baron a zavas e vouez da lavaret d’an dud vat-se e felle d’ezan sevel, e leac’h kroaz Tereza, eur c’halvar bras, ker kaer hag hini Plougastell.
« Fellout a ra d’in, e talc’hfac’h sonj atao ac’hanoun hag eus va merc’h. Bep gwech ma teuot da bedi dirak ar c’halvar-ze e teuio sonj d’eoc’h eus an amzer m’edo va merc’h o chom en ho touez ; ha mar hoc’h eus karet anezi e gwirionez, c’houi a bedo eviti hag evit he zad. »
Ar bobl a eur vouez a lavaras meur a wech e karient ar baron hag e verc’h, hag e vijent bepred anaoudek d’ezo.
Evel ma c’heller kredi, derc’hel a rejont d’o ger, ha dizale e oe gwelet eur c’halvar eus ar re gaera o sevel war an dachen e leac’h m’edo ar groazig koad. Houma a oe lakeat en iliz da veza miret. Biskoaz paresioniz Kloc’harz na deujont da bedi dirak o c’halvar hep lavaret ivez eur bedennig bennak evit ar re o doa e zavet. Hanvet eo bet zoken tri pe bevar c’hant vloaz Kalvar Tereza.