Ar baron hag e verc’h e vevas pell, karet meurbet gant o zujidi. Mamm an dug koulskoude n’he devoa ket ankounac’heat Tereza. Gervel a reas anezi da zont da Roazon, evit ma vije da dosta d’an dukez. Bez e oe meulet ha karet eno kouls hag e Plougastell, abalamour d’he vertuziou ha d’he skoueriou kaer. Perig ne oe ket ankounac’heat. Tereza a gemeras preder gantan, hag hema dre e furnez a oe bepred din eus e vadoberourez.
Ha c’hoant hoc’h eus e lavarfen d’eoc’h brema petra eo deuet kalvar Kloc’harz da veza ? Siouaz ? an dispac’h vras n’he devoe ket muioc’h a zoujanz outan eget ouz kalz a re-all. Diskaret e oe ha kaset da netra. Klasket e oe divezatoc’h, pa deuas ar peoc’h, sevel ar C’halvar en e zav ; hogen, ar barrez n’oa ket pinvidik ; ma oe red tremen gant eur groaz koad henvel ouz an hini savet gant Tereza a Blougastell.
N’oa ket eat koulskoude gant an tamm diveza eus ar C’halvar pep envor eus an demezel vat. Meur a dad koz o doa sonj c’hoaz da veza klevet o zud o tisplega an histor ; ha setu perak e oe hanvet ar groaz pell amzer c’hoaz Kroas Tereza. Bez’ ema bepred en he zav, e kroaz-hent Kloc’harz, hag alies ez eer, evel kent, da staga kurunennou ha garlantez outi.
Kalvar Plougastell avåt a zo bepred soun en e zav, mont an nep e garo d’e welet. Nak an dispacherien nak an amzer n’o deus gallet betek-hen dont a-benn aneza. Fizianz vat hon deus e chomo c’hoaz pell amzer evel-se.