staget ker kaer ma vije bet dies dishenvelout an eil groaz dioc’h eben ; ma oe red d’ezan ober eun troc’h er groaz vurzudus evit gellout he anaout.
An amzer a yea endro. Teir zizun a dremenas. Seblantout a rea eoa sioulaetar vro, pa zeuas a-nevez eun toullad dispac’herien d’ober o reuz e Bro-Vreiz. C’hoant o doa, koustche pe goustche, dont a benn eus ar groaz goz a yoa e penn kear.
Setu int i d’ober eun dro dre an tiez hag o tigas ganto dre nerz kement-hini a gavent war o hent, mat ha fall, petra rea-ze ? Gant ma teuchent a benn eus o zaol !… Hag ar c’hanaouennou ruz gwad en dro avât, ken na foultre.
Dies oa enebi, me lavar ; n’halled ket zoken…
Mab ar c’hereour a stourmas a zoare : « N’eo ket me, emezan, a yafe da ziskara ar groaz a zo bet savet gant va zud koz ! » Hag ec’h enebe outo, oc’h harpa e dreid oc’h an hent.
— « He diskara ’ri ! » eme an dorfetourien diaoulek.
O veza implijet e holl nerz en eur stourmad diveza, Gwennole (mab ar c’hereour) a gouezas war bazennou ar c’halvar, ’leac’h ma oe breset dindan an treid. Pa weljod ez oa brevet e holl izili eus an treid d’ar penn, neuze hepken eo e oe taolet, evel eur bern dilhad fank, korf e vab brevet, blonset, evel maro…
Na louzaouer, na paotr, na plac’h ebet dre eno, ha nebeutoc’h c’hoaz a leanezed !…
An tad neuze a lavaras gant eur feiz krenv a-walc’h da loc’ha meneziou :
— « Va Doue p’eo gwir em eus ho treset, dresit d’in ive va mab paour !… » Hag e kemeras e groaz kuzet gantan dindan e ben-wele, hag e kasas anezi war gement ezel a oa torret ; evel gwechall, o touch ouz Jezuz, e holl c’houliou a bareas,