Eur wech ez oa, eur wech n’ez oa ket, hag eur wech ez oa bepred. Eur wech eta ez oa eur paotr, Yan e hano, ha n’en doa ken madou er bed-ma nemet Janed e wreg, eun ti dioc’h ferm, hag eur c’hardi e leac’h ma tastume e loenedigou. Daoust d’o nebeut a zanvez, an daou bried yaouank a yoa meurbet eürus, ha n’o doa ken aon nemet e tevje o zi, e kouesche ar c’hlenved war o chatal, hag e teuje… an diaoul davit o ene.
Ar c’hlenved ne gouezas ket war ar chatal ; an tan-gwal avat a deuas, hag an diaoul ive.
Eun nosvez, epad ar goanv, edont kousket kalet o daou, hag e reant huvreou dudius. Yan a wele d’ezan eur verc’hig eus ar c’hoanta, henvel mil ouz he mamm Janed, ha Janed a grede d’ezi kaout eur paotrig brao-tre ha ken henvel ouz e dad ! Eun trouz bras a reas d’ezo dilammat eus bro an huvreou. Klevet a reant, a-dost d’ezo, evel roc’hel eun den dishalanet, hag ive strakadennou spontus hag a rea sonjal er paour kez tud taget gant eur paz ha ne zistag ket diouto.
Yan a zavas hag a yeas en eul lamm betek ar prenestr koad.
Ar c’hardi, eun tammig disparti etrezan hag an ti, ar c’hardi, tra heuzus ! a yoa krog an tan gwall ennan, eun tan spontus da welet, dreist-oll e kreiz annoz. Ar roc’hel a grede d’ezo klevet e oa trouzan tan, hag ar strakadeg an doen hag an treustou o terri dindan nerz an tan.