Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/54

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 38 —


Lakaat e lerou, redek d’ar c’hraou, digeri an nor ha leuskel da vale an denvedigou paour hanter-varo gant ar spont, an dra-ze oll a oe great, me lavar d’eoc’h, e berr amzer. Poent bras e oa. Ma vije digouezet eur c’hard-eur divezatoc’h e oa great gant e chatal, ar mogeriou a goueze en o foull.

Yan a zirollas da ouela o welet eur seurt darvoud. N’en doa asurans ebet ouz an tan-gwall, kredabl eo ; da vihana ar paperou koz n’eus hano ebet ganto diwar-benn an dra-ze, abalamour, mar vat, n’oa ket c’hoaz eus ar seurt emgleviou d’an ampoent.

— « An diaoul, m’hen argas ! eo a zo, kredabl, o c’hoari e benn ! » a lavaras Yan o chacha war e vleo.

— « Ya, me eo, hag evit rei skoazel d’it, mar ’c’h eus c’hoant ! » a lavaras ive kerkent eur vouez meurbed dichek.

An diaoul du, seac’h ha lous, a yoa eno, soun en e zav, evel eur berchen, war relegou ar c’hardi. Yan a anavezas mat anezan dioc’htu. Sonj en doa da veza gwelet e skeuden en eul levr koz. Hag hen da lammat e dok diwar e benn.

— « Perak e ouelez, ginaoueg ? » eme an diaoul d’ezan.

— « Siouaz ! n’em eus nemet re a leac’h da ouela, pa ’ma va c’hraou, va holl feadra o tevi. »

— « O tevi ?… Peuh ! eur stal gaer !… Me a zo o tevi abaoue pell bras a zo, ha n’oun ket c’hoaz rostet. Asa ! greomp, mar kerez, eur marc’had… N’e ket ’ta ?… Me a zo eun diaoul madelezus kenan e-kenver an dud. Setu erru an deiz, hag arabat e ve d’in beza war douar ar re veo pa zavo an heol ; dont a rin avat en noz a zeu, ha neuze,