Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/59

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


LABOUR AR BELEG


————


Ar veleien n’int ket gwelloc’h eget ar re-all… Ar veleien a zo tud evel ar re-all…

Lennit ar pez ’zo ama war-lerc’h ; lennit an darvoud-ma c’hoarvezet eun nebeut bloaveziou a zo ; hag e root d’in kelou eus labour ar beleg, hag e lavarot d’in ha henvel eo ar beleg ouz an dud-all…

Dek heur a yoa nevez sonet e kloc’hdi koz an iliz ; an avel penfollet a skoe kalet oc’h prenestrou diskloz ar presbital oc’h ober eun trouz gouest da vouzara an diaoul, Yen e oa ken na droc’he, peo gwir e oa skornet ar pri war an henchou evel ar vein. Skedi a rea al loar en eun oabl digoummoul, hadet kompez a stered lugernus a lintre evel goulou benniget ar baradoz.

N’oa ket mui eur c’houlaouen war elum e ti ebet eus ar vourc’h ; hag an dud, kredabl, a yoa eat holl da glask an domder en eur gwele klozet mat.

Pa lavaran « e ti ebet » e fazian koulskoude ; eo, an aotrou person a yoa c’hoaz azezet e-tal e dan, oc’h echui da lenn e vreviel. Skuiz e oa, rak eur bale hir en doa great er penn pella eus ar barrez evit kas e zakramanchou d’eur paour keaz klanvour.

— « Asa, aotrou person, eme Fant, ar garabasen. n’hoc’h eus ket a zonj da vont d’ho kwele eta fenoz ? Sed aze e rankot sevel abredik warc’hoaz vintin