Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/68

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 52 —

ar c’homzou-ma eus an akt a geuzidigez : « Va Doue, eur c’heuz bras am eus d’ho peza dismeget », an hini en doa skoet gantan a zavas e zourn d’e dro, evel evit rei e vennoz hag a lavaras a vouez uhel : « Me a bardoun d’it da holl bec’hejou, en hano an Tad, hag ar Mab, hag ar Spered-Santel. »

Daou zervez goude e benn a goueze war ar chafod, goude m’en doa digemeret eur wech-all c’hoaz bennoz person ar Menez-Bras.


————