Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/69

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Teir oferen Nedeleg


————


Eur wech ar bloaz, eur wech hepken, da Nedeleg, e lavar ar veleien teir oferen.

Ha gouzout a rit-hu perak e lavaront teir oferen en deiz-se ? Ne rit ket, marvat. Ha setu perak ez an d’hen lavaret d’eoc’h, evel ma c’houzon va-unan.


I. – OFEREN AN ELEZ


An oferen eo ar pez a zo a gaera, a wella, a vrasa er relijion. An oferen eo ar pez a zigas ar muia enor da Zoue, ha d’ar Gristenien e builha donezonou. Tridal a ra an elez hag ar zent er baradoz pa lavar ar beleg an oferen ; anaon ar purkator a gav frealz gant gwad sakr Hor Zalver o koueza en o mesk da vouga an tan o dev ; Iliz an Aotrou Doue a deu d’en em asten war an douar.

Evel-se ’ta pa oe klevet hano da ober gouel Nedeleg, gant ar fiskoan a vez da heul, an elez en em vodas evit derc’hel kuzul, hag e kasjont unan bennak anezo da gaout Doue an Tad evit lavaret d’ezan mennoziou ar sperejou eürus.

— « Aotrou Doue holl-c’halloudek ha teir gwech santel, emezo, dont a reomp d’ho saludi !… N’ouzoc’h ket c’hoaz perak emaomp ama dirazoc’h ? »

— « Nan sur, penaos e c’houfen ? »

— « Mat, deuet omp da zigas da zonj d’eoc’h e vezo great dizale gouel Nedeleg gant kalz a sked, hag… »

— « Ha goude ?… »