Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/7

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Kenskrid


————


Gwechall epad nosveziou hir ar goanv e oa ar c’hiz, e pep tiegez breizad, eur wech debret koan, d’en em zastum en-dro d’an tan da zelaou konta marvailhou. Va c’henvroiz deut war an oad o deus, gwelloc’h egedoun, dalc’het sonj eus ar beilhadegou-ze hag ar blijadur a gaved enno pa groge eur c’hoziad bennak da zibuna kontadennou, awechou iskiz ha spontus, hag a rae d’ar vugaligou kaout hunvreou skrijus en noz. Ar marvailher, peurliesa, a veze an tad koz eus an ti hag a gemere plijadur o lavaret istoriou an Amzer dremenet, istoriou e yaouankiz. Awechou all eur paour kez klasker bara eo an hini veze, deut da glask lojeiz hag a baee, gant e gontadennou, an digemer roet d’ezan…

N’ho peus ket a zonj, kenvroiz ker, eus ar varvailherien-valeerien-ze, a rede gwechall henchou hor bro, eur zac’h ouz o c’hein, en eur glask an aluzen hag en eur leda konchennou dre ma ’z aent ? Bep tam bara a veze roet d’ezo e tispakent eur marvailh bennak…

O digemeret a read, e pep tiegez, gant eur prez santel evel tud hag a lakae bennoz an Holl-C’halloudek da ziskenn war an tiez kristen a roe repu d’ezo ha tan da domma o izili. Pa zigouezent da goulz koan, eun tam yod a veze bepred er gaoter evito hag eul loa er parailher. A veac’h echu da zebri, eun iferniad tan a veze graet, hag ar penn-ti na vanke morse d’o fedi da gemeret ar skabell wella e kougn ar siminal.

Daou pe dri diad tud eus ar geriaden a zirede da zelaou ar gozidi gant o marvailhou. Kement a zigoueze alies ma n’halle ket an holl tostaat ouz an oaled, hag ar re genta, eur wech graet eur grazaden