« telegraf ». Unan bennak a gavas mat mont da gana d’ar bastored ar pez o doa great an elez.
— « A ! emezo war eun dro, devet omp !… An elez a zo bet o peuri en hor park !… Int-i eo o deus an oferen, abalamour ma’z int bet o fraoal en uhel, (ar pez n’eo ket eun dra gwall-zieas d’an nep en deus diouaskell !), evit beza kanet eur c’hantik, (brao marteze, lakomp ez oa); mes n’oa kēt dieas d’ezo kana brao, skoliet evel ma ’z int bet gant santez Sesilia !… D’ezo an holl enoriou !… Kement-se ne dle ket beza… »
Hag e sellent truilhennek an eil ouz egile, daelou a geuz a leiz o daoulagad ; ken melkoniet e oant ma vennent chacha ganto kement bleven a yoa war o fenn.
Hag i da gaout santYan. A ! sant Yan ! Gouzout a rit holl ez oa gwella mignon hor Zalver. Abaoue ma teuas yac’h-pesk eus ar gaoteriad eol berv, nag a neudennou torret en deus, bet da skoulma ! Nag a gudennou dieas da zirouestla lakeat gantan adarre en urz ! Pa welas petra yoa a-nevez gant ar bastored keiz, e lavaras d’ezo gant madelez :
— « Mat, va mignoned, eun tammig evelato e kavan sot achanoc’h. Perak kemeret kement a boan gant ken rebeut a dra ?… Deuit ganen, ma ’z aimp da gaout an Aotrou Doue ; ha neuze, mar bez red, me a roio d’eoc’h eun taolig skoaz. » Hag ez ejont.
— « Aotrou meurbed holl-c’halloudek ha dreist-muzul madelezus, ho saludi a reomp », a lavaras ar vesaerien santel o stoui dirak Doue. Ha sant Yan dioc’htu da voulc’ha ar gaoz.
— « Setu ama tud paour, Aotrou, hag a zo lakeat nec’het. »