Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/73

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 57 —


— « En koun[1] eus ar mare ma ’z ejomp da Vetleem, Aotrou. »

— « Leal eo…! Ha te, Yan, petra leverez eus an dra-ze ? »

— « O feiz, mat ive sur ! N’ema ket bemdez Nedeleg. »

— « Mat, mat, va mignoned, bez ho pezo hoc’h oferen hag a vo hanvet oferen goulou-deiz. »

Hag an Doue madelezus a roas d’ezo eun toullad boutailhadou chistr, eus an hini gwella a c’heller da gaout e bro Fouesnan, peadra d’en em laouennaat en dizro eus an oferen.

Hag ar bastored a yeas ac’hano eun tamm brao a fouge enno. Hag e lavarent dre ma’z eant :

— « Han, mignoned, darbed eo bet d’eomp gounit war an elez !… Hag eur voutailhad chistr Fouesnan a zo gwelloc’h eget eur fouasen ! »

Mat, tud keiz, abaoue neuze eo o deus ar vesaerien, ar bastored, o oferen goulou-deiz.

Ha setu evit diou.


III. – OFEREN AR ROUANED


N’oa ket echu an abaden koulskoude.

N’ouzon ket piou eo a gasas ar c’helou d’ar rouaned, pe ar c’hazetennou pe ar floc’hed ; ar pez a zo gwir eo ez eas nec’het a-walc’h an tri roue santel o klevet ar pez a yoa c’hoarvezet.

Hag i kerkent da zerc’hel kuzul.

— « Ha penaos hon deus-ni gellet lezel re-all da douza ac’hanomp evel se ? »

— « Evit an elez c’hoaz ne lavaran ket kalz a

dra ! Ar bastored eo a gavan a zo bet gwall-hardiz. »

  1. En mémoire.