Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/78

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 62 —

hag e chomas krenn a-zav dirak ar paour kez klasker, a grene gant ar riou dindan e druilhou distrempet.

Kalon ar beleg a vennas ranna gant an druez.

— « Va mignon, emezan d’ar paour, perak e chomit-hu aze evel-se dindan an dour-beuz-se ? It en iliz, pe deuit ganen-me d’ar presbital. »

Ar paour a skrijas o klevet komzou ker madelezus ; sevel a reas e zaoulagad war an hini a gomze outan, hag e c’hrosmolas etre e zent : « O ! ar vouez-ze !… he anaout a ran ! Na pebeuz sonjou kasaüs a zigas em spered ! Ar c’homzou-ze en doa lavaret evel evitan e-unan. Goude e lavaras a vouez uhel :

— « Piou en deus komzet ouzin ? »

— « Me, eme ar beleg ; pe seurt vad a c’hellfen-me da ober evidoc’h ? »

— « Ober vad d’in-me ! eme an den koz outan e-unan ; ober vad d’in-me ? »

Goude eur pennad e lavaras gant eur vouez nerzusoc’h :

— « Den ebet hiviziken ne c’hell er bed-ma ober vad d’in-me !… Me a zo eun den milliget ! eun den daonet !… »

Hag e kouezas adarre er stad m’edo diaraok ; e zell difinv, e benn pleget, e vuzellou prennet kloz. Ar beleg a fellas d’ezan gouzout hirroc’h.

— « Arabat eo d’eoc’h koll fizianz, va mignon, a lavare hen. N’eus nemet an disesper a gement ne c’hellfe ket beza pardonet. N’ankounac’haït ket hoc’h eus hiviziken eur mignon, ha mar ho pefe ezom eus eun dra bennak, deuit d’am c’haout hep aon ebet. »

Ar paour a zeblante beza bouzar ha mut.

Ar beleg a gemeras en e yalc’h eur pez arc’hant